Korriganed al lann
Thierry Gahinet
Ur marc'hig koat En daoulamm war ar mor Daou eostig 'vit kanan ho anv Teier wagenn c'hlas 'vit ho kas va merc'hig En enezenn 'lec'h ma vez pep tra brav D. I. S. K. A. N. Korriganed al lann A zans war an tan Al lapousig melenn A gan a-bouez penn Me 'lavaro deoc'h va flac'hig koantig Anv ar strered 'welan war ho tremm Un nadoz aer o nijal 'barhz an ti Div lietenn 'vit c'hoari mouchig-dall Teir c'houmoulenn 'vit flouran ho malvenn 'vel un delienn o kouezan er serr-noz Ur valafenn e-kichen ho kwele Daou borc'huzig 'vit an amzer-nevez Teir vleunienn roz el liorzh o kreskin 'vel ur bugel a zo vont da genel Un delienn aour o krenan d'ho mouezhig Div ganouenn 'vit ar chal ha dichal Teir wenodenn da vale deiz ha noz Ha noz ha deiz mont davet an dremmwell