Redadeg
EV
Intro : Me a zo aet da bourmen e kostez Bro-Gembre Me a zo aet da gantreal en tu all d'ar mor don Chomet on da gaozeal gant elerc'h Bro-Iwerzhon Dianket em eus va botoù-Ier evit mont a-dreuz ar c'hoad N'emaon ket pell diouzh al Loar rak me a chom war an Douar... Ur redadeg eo ar vuhez Un nozvez-hir e pleg ar mor Ur sarpant-nij er gorventenn Me a zo staget ouzh ur fuzeen Se a ya faaaall faaall Instrumental : War barlenn ar prenestr laboused o kanañ O kanañ a-bouez-penn miliadoù a levioù A zo d'ober me ho ped savit 'ta evit mont abred Abretoc'h abretan e savin evit peadra N'eus ket tu da dermal n'am eus ket amzer da goll Lakaet em eus va anorak ankounac'haet em eus va fri-lien Kollet em eus va manegoù pelec'h emañ va c'hasketenn E mod-se emañ an traoù arabat pennfolliñ Kollet em eus div nozelenn va serr-prim o vont a-dreuz Stlabezet a bep tu ne gavin ket va alc'hwezhioù